lirikcinta.com
a b c d e f g h i j k l m n o p q r s t u v w x y z 0 1 2 3 4 5 6 7 8 9 #

lirik lagu an hani a garan – alan stivell

Loading...

an hani a garan
alan stivell

an hani a garan, gwechall bihan er gêr
pa oamp tostik an eil, an eil ouzh egile.
ma ch’alon ne gare, ne gare nemet unan,
pa oan bihan er gêr an hini a garan.

an hani a garan, gwezharall ma ch’are,
kanañ a rae pa ganen, pa ouelen e ouele,
hon div galon ne raent, ne raent nemed unan,
pa oan bihan er gêr an hini a garan.

an hani a garan, bremañ, he deus ma laosket
aet eo da broioù pell, d’ur vro n’anavezan ket
aet eo d’ar broioù pell, da c’hounit he bara
kollet, kollet eo din an hini a garan.

d’an hani a garan, ne ran nemet hirvoudiñ
penaos, ken pell diouti, e ch’ellin-me beviñ?
met petra a lavaran-me? turlebaniñ a ran
dre hir soñjal atav en hini a garan.

d’an hani a garan, mar kollan-me ma fenn,
evnedigoù ar c’hoad, kanit c’hwi ho kanenn
evned, kanit er c’hoad kanit kenti-kentañ

d’an hani a garan, ne ran nemet huanadiñ
huanadiñ noz ha deiz, deiz ha noz hirvoudiñ
rak-se em eus savet ha rak-se e kanan
kanennig ma c’halon d’an hini a garan.

lirik lagu lainnya :

YANG LAGI NGE-TRENDS...

Loading...