eñvor - quinquis lyrics
Loading...
va c’horf en deus un eñvor
blaz ar vein
plasenn ar bleiz
eñvor ma c’horf
a ren va empenn
heklev ar seiz
(‘vel foll ar c’hoad
e koun ar werc’hez
malivel
marv a*raok
bezan ganet)
heklev ar seiz
a gleven
evel un neizh
a glasken
evel un nerzh
evit en em zifenn
heklev ar seiz
a ganen
va c’horf en deus un eñvor
deus da dañva
blaz ar vein
e*kreiz va beg
e*touez va dent
e van ar vein
e tarzh and deiz
pa vezen denel
e tenesaen
en ampoent d’en em ziouerin
met kerkent
e teue d’en em intent
va bec’h
va c’horf en deus un eñvor
va c’horf en deus un egor
va c’horf en deus un enor
enor va c’horf a ren
Random Song Lyrics :
- 2k20 goofy - whitener lyrics
- елочный сок (christmas-tree juice) - би-2 (bi-2) lyrics
- sai che ti dico - alamia e sperandeo lyrics
- rockin’ all over the world (bula edit) - status quo lyrics
- химия (chemistry) - rasa (rus) lyrics
- life's a joke - the nude party lyrics
- demasiado tarde (part. lenny tavarez) - micro tdh lyrics
- in the river - arora lyrics
- last sunrise - bonrud lyrics
- simulation - yung min lyrics