
gwalldaol - tri bleiz die lyrics
– penaos emañ ar bed hiziv ?
– fall ar jeu, mignon kêr !
‘peus ket kle’t ar c’heloù
er skinwel da greisteiz ?
er skinwel da greisteiz
keloù fall ‘m eus klevet
marv eo ur plac’h yaouank
e kañv emañ breizh a-bezh
– petra ‘zo c’h–rvezet
gant ar plac’h yaouank-se ?
– tarzhet he deus ur vombezenn
a-greiz ma laboure
a-greiz ma laboure
kollet he deus ar vuhez
dalc’homp soñj, bretoned
dalc’homp soñj, me ho ped
– penaos emañ ar bed ganeoc’h ?
– fall ar jeu, mignon kêr !
klevet ‘m eus an istor
‘kreiz an deiz ba’ skinwel
‘kreiz an deiz ba’ skinwel
diwar-benn stourmerien
hag o deus lipet revr
‘n enebour e-pad ar brezel
– arabat disoñjal
ar vbretoned koulskoude
kouezhet evit bro-c’hall
tra ma kenlaboure
tra ma kenlaboure
pétain gant ar vboched
dalc’hit soñj, gallaoued
dalc’hit soñj, me ho ped
– penaos emañ ar bed hiziv ?
– fall ar jeu, mignon kêr !
stlejet er fank eo
hor sevenadur, hor yezh ;
hor sevenadur, hor yezh
stlejet da vat er pri
‘vel gwechall ar soudarded
e-barzh kamp lous koñli
– n’eo ket ret teurel maen
ouzh kement ki a harzh
mard emaomp en anken
n’eo ket abalamour d’an tousmac’h
n’eo ket abalamour d’an dismeg
met abalamour da varv ur plac’h
eo leun a c’hlac’har kalon ar vbretoned
– penaos emañ ar bed ganeoc’h ?
– fall ar jeu, mignon kêr
Random Song Lyrics :
- she wants me clean - n8noface lyrics
- herztür - saint purple lyrics
- don't be a stranger - maddy davis lyrics
- gelato - american male lyrics
- what's n3xt - sheldon plankton lyrics
- gagging order - sleeping pulse lyrics
- trainwreck - florian's creek lyrics
- scrap - liquid gnar lyrics
- amajlija - nataša đorđević lyrics
- pin cushion (bleed like me) - trentaco lyrics