lirikcinta.com
a b c d e f g h i j k l m n o p q r s t u v w x y z 0 1 2 3 4 5 6 7 8 9 #

lirik lagu d’an usved – belenos

Loading...

ha koulskoude e vez a*walc’h gant ul lanv
mard eo degouezhet an eur vat
ne c’h*llomp ket mervel da goulz al lanv
neuze ar re a vez klañv*toc’hor
gwellaenn uhelañ a oa a*raok ar fin
ar c’hwezhadenn diwezhañ a zo taolet e koulz an daere
hag an dichal a gas an ene d’an anaon
e*barzh eon ponner an houlenn a sko
trouz an traezh diwar dichal an houlenn
heklevioù douarel ar c’heuzioù

met e ranker kaout an avel uhеl
ar mervent n’eo tra mеt daonedigezh
a lak da ziverañ en ur meurvor tasmantel
lec’h emañ ar vorlusenn tevoc’h evit a dour
hag al loar drouklivetoc’h evit kig preñvedet ar re varv
ma talc’h an avel ganti an ene en he roudoù
o vageal war an enezenn gwendevel
gwellaenn uhelañ a oa a*raok ar fin
ar c’hwezhadenn diwezhañ a zo taolet e kaoulz en daere
hag an dichal a gas an ene d’an anaon
pa grogo arouez an tanted flamm
noz ha deiz war an dorosenn uhelañ

lirik lagu lainnya :

YANG LAGI NGE-TRENDS...

Loading...