lirikcinta.com
a b c d e f g h i j k l m n o p q r s t u v w x y z 0 1 2 3 4 5 6 7 8 9 #

lirik lagu dañs gwadek 2 – les ramoneurs de menhirs

Loading...

selaouit holl hag e glevit ur son a-nevez kompozet
war sujed un den yaouank hag en neus bet ur glac’har
o na kuitaat e vestrez e dad e vamm e c’h–r

me ‘m eus karet fidelament ur plac’h fur ha yaouank
ha koant dreist an holl verc’hed hep ofañsiñ anezhi
kement a lec’h e vijen ne garen nemeti

me ‘m eus choazet ‘vit mestrez koant ur plac’h fur ha yaouank
o na kened na moian netra na vanko dezhi
o na pebezh plijadur donet d’he c’hoñjoliñ

met erru eo an avant-garde e-touesk ar baotred vat
o da dennoñ ur bilhed da servijiñ ar roue
o doue da goñjoloñ neb’ degouezho dezhe

pa ‘h an er gambr evit tennoñ me ‘ sant ma c’halon é krenoñ
nag ha donet ur soñj din da ‘m c’halon ha da ‘m spered
da lâret ‘ oamp soudarded ha mat em boa soñjet

p’ oa degouezhet ar bilhed ganin me ne raen nemet deploriñ
o na gwerc’hez vari degouezhet ur bilhed ganin
setu soudard on bremañ evit parrez logivi

lirik lagu lainnya :

YANG LAGI NGE-TRENDS...

Loading...