lirikcinta.com
a b c d e f g h i j k l m n o p q r s t u v w x y z 0 1 2 3 4 5 6 7 8 9 #

lirik lagu menez daou – les ramoneurs de menhirs

Loading...

didost-t holl vretoned, da glevet ur gentel
war buhez al labourer eo bet great, n’ eus ket pell

disheñvel meurbet eo stad ar paour-kaezh labourer
disheñvel diouzh stad an dud, pere ‘ zo ‘ chom e kêr

al labourer ‘ renk paeañ, paeañ e pep amzer
paeañ tailhoù d’ar roue, bep bloaz teir pe beder

ha pa renk paeañ e vestr, ma n’eo ket prest an arc’hant
foar ‘ vez graet gant e zanvez, amañ an nec’hamant

al labourer, goude-se, a vezo tamallet
gant an dud eus al lezenn e vezo pizh skarzhet

eus e nebeud a vadoù e vezo dibourc’het
had e zanvez o vont kuit, n’eus netra da lavaret

en divezh, al labourer, baleet lec’h ma karo
e vezo drouk-prezeget, kalz tud hen disprizo

ha koulskoude, ma teufe da soñjal an dud-mañ
diwar brec’h al labourer ‘ma ‘r bed-holl o vevañ

hor stal ‘ zo poanius meurbet, paouez na deiz na noz
ken na cheñcho penn d’ar vazh, ni na ‘mo ket repoz

lirik lagu lainnya :

YANG LAGI NGE-TRENDS...

Loading...