lirik lagu an hini karetañ – tangi le gall-carré
an hini karetañ lyrics
gant feiz ha gant spi bemdez ‘c’hortozan
va c’halon o talmiñ, ‘n hini ‘garan
gant feiz ha gant spi bemdez ‘c’hortozan
ar joa, al levenez a zeu gantañ
ha gwelout ‘ran mil, ha gwelout ‘ran kant
met evit hini va c’halon ne lamm
ha gwelout ‘ran mil, ha gwelout ‘ran kant
ken ‘vez dirazon an hini ‘garan
ha gwelout ‘ran mil, ha gwelout ‘ran kant
met evit hini va c’halon ne lamm
ha gwelout ‘ran mil, ha gwelout ‘ran kant
ken ‘vez dirazon an hini ‘garan
ha dont ‘ray hiziv ‘n hini karetañ ?
ken ma vez erruet tamm na vevan
ha dont ‘ray hiziv ‘n hini karetañ ?
levenez ha joa a zeufe gantañ !
ha dont ‘rafe mil, ha dont ‘rafe kant
da’m c’halonig paour sе ne rafe mann
ha dont ‘rafe mil, ha dont ‘rafе kant
ma ne zeufe ket ‘n hini ‘garan
ha dont ‘rafe mil, ha dont ‘rafe kant
da’m c’halonig paour se ne rafe mann
ha dont ‘rafe mil, ha dont ‘rafe kant
ma ne zeufe ket ‘n hini ‘garan
siwazh n’eo ket deuet ‘n hini ‘c’hortozan
da reiñ un tamm nerzh da’m c’halon ken gwan
siwazh n’eo ket deuet ‘n hini ‘c’hortozan
da reiñ da’m c’halon al levenez c’hlan
ha dont ‘rafe mil, ha dont ‘rafe kant
bepred e chomfe va c’halon ken gwan
ha dont ‘rafe mil, ha dont ‘rafe kant
peogwir n’eo ket deuet an hini ‘garan
ha dont ‘rafe mil, ha dont ‘rafe kant
bepred e chomfe va c’halon ken gwan
ha dont ‘rafe mil, ha dont ‘rafe kant
peogwir n’eo ket deuet an hini ‘garan
lirik lagu lainnya :
- kumpulan lirik lagu joey labeija › lirik lagu onethatiwant – joey labeija
- kumpulan lirik lagu azel six › lirik lagu jasmin bescult – azel six
- kumpulan lirik lagu teddy beats › lirik lagu on my way – teddy beats
- kumpulan lirik lagu heverton santos › lirik lagu louco de saudade de nós dois – heverton santos
- kumpulan lirik lagu 24plug › lirik lagu schmoke – 24plug
- kumpulan lirik lagu hulda huima › lirik lagu aika – hulda huima
- kumpulan lirik lagu quarteto 1111 › lirik lagu lenda de nambuangongo – quarteto 1111
- kumpulan lirik lagu tommy engel › lirik lagu charakter-köpp – tommy engel
- kumpulan lirik lagu coco clair clair › lirik lagu french tings – coco & clair clair
- kumpulan lirik lagu elvis presley › lirik lagu lawdy miss clawdy [elvis recorded live on stage in memphis] – elvis presley