lirikcinta.com
a b c d e f g h i j k l m n o p q r s t u v w x y z 0 1 2 3 4 5 6 7 8 9 #

lirik lagu dalc’homp mat ! – tri bleiz die

Loading...

glav ‘ra ha plac’hed a zo laleno

kanomp kamaladed
kamaladed ha tud karet
hor joa a-boan kuzhet
o vezañ bretoned
tud eus bro ar c’hrampouezh
ar sistr hag ar festoù-noz
ar c’habelloù krenn hag ar gweleoù kloz
ar chouchenn hag ar meurvein

sachomp kuit ! setu ma tegouezh mor an douristed
sachomp kuit ! emañ ar c’hirri-kampiñ o tont d’hon aloubiñ
rak hor bro leun a dud laouen, daoust ma ra glav bepred
an hini eo, a blij ar muiañ d’ar c’hallaoued

glav ‘ra ha plac’hed a zo laleno

kanomp-ni holl a-gevret
da zegemer an douristed
espres ‘vito ‘z omp gwisket
‘giz ar c’hantvet tremenet
hag e-keit ha ma paeint
evit traoù mod-kozh
e c’h-llint disprizout ar binioù-kozh
hor sevenadur, hor yezh

sachomp kuit ! setu ma tegouezh mor an douristed
sachomp kuit ! emañ ar c’hirri-kampiñ o tont d’hon aloubiñ
dalc’homp mat ! bretoned, ch0m-mp c’hwek tout an hañvezh
an arc’hant gall a ren a-hed ar bloaz, ar bloaz a-bezh

deomp da ganañ a-bouezh-penn
hor c’hanaouennoù lonkerien
dañsomp gant hor botoù-basket
araok ma vo poent kousket
ya, kanomp ar c’hrampouezh
ar sistr hag ar festoù-noz
ar c’habelloù krenn hag ar gweleoù kloz
ar chouchenn hag ar meurvein

sachomp kuit ! setu ma tegouezh mor an douristed
sachomp kuit ! emañ ar c’hirri-kampiñ o tont d’hon aloubiñ
dalc’homp mat ! bretoned, ch0m-mp c’hwek tout an hañvezh
bremaik ez aimp da zispign arc’hant gall e saint-tropez

glav ‘ra ha plac’hed a zo laleno

lirik lagu lainnya :

YANG LAGI NGE-TRENDS...

Loading...